Ton berr - ar marc'hadour bihan Hemañ oa ur marc’hadour bihan deus ar gêr a Rouen Hag a oe deuet da Garaez da foar kala-goañv Hag a oe deuet da Garaez da foar kala-goañv Da breno poder vuoc’h laezh hag ur c'houblad ouc’hen Da breno poder vuoc’h laezh pourvezion en e di Kontañ rae mont da lojo ‘barzh un ostaleri Kontañ rae mont da lojo ‘barzh un ostaleri Na ‘ba' un ostaleri war hent pras ar Vouilli Bonsoir 'ta dac'h c’hwi ostiz ha c’hwi ivez ostizez Na c’hwi lojfe ‘ba ‘n ho ti ur marc’hadour un nozvezh Diskennet ‘ta marc’hadour, diskennet ha deuit en ti Ha lakaet ho hankene en korn ar marchosi Ha lakaet ho hankene en korn ar marchosi Bremañ-teuy arruo ar gwaz da reiñ dezhe d'abreuviñ Bremañ-teuy arruo ar gwaz da reiñ dezhe d'abreuviñ Hag a roy dezhe 'vit komañs foenn ha kerc'h da zebriñ Ar marc’hadour a oe skuizh met oe ur paotr vaillant Dont a reas dimeus an daol gant un trompilh arc'hant Dont a reas dimeus an daol gant un trompilh arc'hant Kement-se rejouise kalon kozh ha yaouank Ha kalon ar vatezhig a rejouise ivez Na pa selle deus ar krwec’h a huanadene
Yann fanch hag Eric ❤❤❤
Merci de partager ce genre de moment ..
Ton berr - ar marc'hadour bihan
Hemañ oa ur marc’hadour bihan deus ar gêr a Rouen
Hag a oe deuet da Garaez da foar kala-goañv
Hag a oe deuet da Garaez da foar kala-goañv
Da breno poder vuoc’h laezh hag ur c'houblad ouc’hen
Da breno poder vuoc’h laezh pourvezion en e di
Kontañ rae mont da lojo ‘barzh un ostaleri
Kontañ rae mont da lojo ‘barzh un ostaleri
Na ‘ba' un ostaleri war hent pras ar Vouilli
Bonsoir 'ta dac'h c’hwi ostiz ha c’hwi ivez ostizez
Na c’hwi lojfe ‘ba ‘n ho ti ur marc’hadour un nozvezh
Diskennet ‘ta marc’hadour, diskennet ha deuit en ti
Ha lakaet ho hankene en korn ar marchosi
Ha lakaet ho hankene en korn ar marchosi
Bremañ-teuy arruo ar gwaz da reiñ dezhe d'abreuviñ
Bremañ-teuy arruo ar gwaz da reiñ dezhe d'abreuviñ
Hag a roy dezhe 'vit komañs foenn ha kerc'h da zebriñ
Ar marc’hadour a oe skuizh met oe ur paotr vaillant
Dont a reas dimeus an daol gant un trompilh arc'hant
Dont a reas dimeus an daol gant un trompilh arc'hant
Kement-se rejouise kalon kozh ha yaouank
Ha kalon ar vatezhig a rejouise ivez
Na pa selle deus ar krwec’h a huanadene